Tro Italia 2011

Ar 94vet Tro Italia (pe Giro d'Italia ez-ofisiel) a voe dalc'het eus ar 7 betek an 29 a viz Mae 2011. Evit 150 vloaz unvaniezh Italia (anvet ivez ar Risorgimento) e oa bet dibabet kregiñ ar redadeg e Torino, kêr-benn Italia unvanet eus 1861 betek 1865. Alberto Contador eo an hini a erruas gant ar roched roz e Milano: evit an eil gwezh ez ae ar maout gant ar Spagnol.


Developed by StudentB